Français
Brezhoneg
English
Deutch
Brest Terres Océanes
facebook
flickr
Twitter
Pinterest
Panoramio
Instagram

Konk-Leon, Penn-ar-Bed, Breizh

Deuet-mat oc’h e beg Breizh, deuet-mat oc’h e Konk-Leon !

Léon le crabe!

Ur porzh breizhat dioutañ e-unan eo Konk-Leon, e bro an Hirwazh. Hiziv an deiz ez eus war-dro 2 700 a annezidi er gumun. War bord ar mor emañ ha treuzet eo gant an Aber Gonk. Ar pesketaerezh, al labour-douar, an touristerezh, hag an enklaskerezh skiantel diwar-benn ar mor eo an obererezhioù pennañ eno.

Le Conquet

N’eo ket e-pad an hañv hepken e vez oberiant an ekonomiezh e Konk-Leon rak a-hed ar bloaz e chom bev ar gumun gant hec’h obererezhioù niverus. Er porzh ez eus ul lodenn eus buhez armerzhel Konk-Leon rak ur porzh pouezus eo hennezh er rannvro evit ar c’hranked hag ar pesked sol (36 bag-pesketa). Un obererezh nevez a-walc’h eo ar pesketaerezh e Konk-Leon koulskoude, pa oad krog da bleustriñ anezhañ war-dro fin an XIXvet kantved. Ma plij ar pesked fresk deoc’h, notit e vez gwerzhet o fesked war ar c’hae gant ar besketaerien a-hed ar bloaz, war-eeun da dud ar vro ha d’an douristed. Setu ma’z eo Konk-Leon ur porzh-pesketa brudet, met bez’ ez eo ivez ur porzh-bageal hag ur porzh-kenwerzh m’emañ ar gar-vor a ya ar bigi kuit anezhi da vont da Enez-Eusa ha da Volenez hed-ha-hed ar bloaz.

Le Conquet

Dibar eo Konk-Leon, ouzhpenn obererezhioù ar porzh, abalamour d’ar bev-buhezek m’eo ar c’henwerzh eno. Eus miz Genver da viz Kerzu e vez digoret o dorioù deoc’h gant ar pretioù, an tavarnioù, ar stalioù ha kement zo. Frammoù evel Park naturel mor an Hirwazh pe c’hoazh kreizenn KBSM a ziskouez a-walc’h pegen liesseurt eo obererezhioù ar gumun.

Konk-Leon a zegemer ac’hanoc’h evit vakañsoù eus ar c’hentañ gant ho familh pe ho mignoned. Plijadur ho po o tremen frapadoù dudius war 7 traezhenn ar gumun, oc’h ober anaoudegezh gant kreiz kêr kozh, he glad sevenadurel (iliz, chapelioù, palieroù arz), he glad-mor (he forzh, he zourioù-tan) hag he glad naturel gwarezet (Enez-Konk, an aber, gwenodenn an aod, ha kement zo).

les blancs sablons

E-pad an hañv, na vankit ket an abadennoù niverus kinniget gant Ti an Douristed (sonadegoù, gweladennoù heñchet, baleadennoù e kaiakoù, ha kement zo).

pleins feux sur le conquet

E Ti an Douristed e kavoc’h kement tra zo ezhomm gouzout da dremen pennadoù ha na c’halloc’h ket ankounac’haat en hor porzh dudius eus penn ar bed : levrig evit an douristed, levrig an herberc’hiañ, levrig da anavezout ar glad, troiadoù war velo, troiadoù-bale, bilhedoù evit mont da Enez-Eusa ha da Volenez, da Océanopolis e Brest, ha kement zo.

En ho servij emañ Ti an Douristed ma fell deoc’h gouzout hiroc’h : deuit ‘ta da welet ac’hanomp !

Ti an touristed

Sinet e oa bet ar garta « Ya d'ar brezhoneg » gant Konk-Leon e 2009.

5 label touristerezh zo bet tapet gant ar gumun abalamour da galite he servijoù :

·         Banniel Glas abaoe 2010  Logo_Pav_Bleu

·         Kêr C’hlas abaoe 2011  logo Station Verte

·         Kêriadenn Vleuniet abaoe 2011 ville-et-village-fleuri

·         Familh Plus abaoe 2012 logo Famille Plus

Pellgargit amañ kartenn Konk-Leon gant an anvioù-lec’h e brezhoneg !

cartebzh

Office de Tourisme Le Conquet

Parc de Beauséjour

29217 Le Conquet

Téléphone : 02 98 89 11 31

courrier@leconquet.fr

Météo Le Conquet

météo
17°
13°
Samedi 16°  12°
Dimanche 15°  12°
tiempo.com  +info

ACTUALITÉS

Téléchargez nos brochures

Découvrez les iles

Le Conquet en famille


Nous contacter

Le Conquet zone bleue

Office de Tourisme
Ville Le Conquet
Pavillon Bleu
Station Verte
Ville et Villages Fleuris
Famille Plus
Port Interet Patrimonial
Tout commence en Finistère